SS Freies Indien Legion

An SS Freies Indien Legion pe lejion emouestlidi India er Waffen-SS (alamaneg: Indische Freiwilligen Legion der Waffen-SS) a oa un unvez savet e-pad an Eil Brezel-bed gant an Trede Reich, enni emouestlidi a orin India hepken, anezho prizonidi vrezel eus an Trede Reich. An unvez-se a oa bet savet da vezañ implijet evit broudañ dieubidigezh India a-enep impalaeriezh bro Saoz, hag astenn tachenn emgann an Eil Brezel-bed, war zu India. Enaouer an unvez a oa ar broadelour indian Subhas Chandra Bose, a felle dezhañ dre mod pe vod dieubiñ e vro.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search